La vie quotidienne ą Roscoff - Jean-Louis Lallouet

Menu

Jean-Louis LALLOUET

retour "Célébrités"

1920 - 2005lallouet-j-louis.jpg (22219 octets) Nous avons appris le décčs, hier mercredi 10 aoūt 2005 ą Roscoff, de Jean-Louis Lallouet, ancien agriculteur, qui fut président du comité de l'artichaut et compagnon de route d'Alexis Gourvennec, avant de s'éloigner du fondateur de la Sica du Léon, dont il contestait les méthodes.

Jean-Louis Lallouet s'est éteint ą l'āge de 85 ans ą la maison de retraite Saint-Nicolas de Roscoff oł il résidait depuis le début de l'année. Né ą Pleyben, cet ancien de la Jeunesse agricole chrétienne fut, malgré les seize ans qui les séparaient, compagnon de lutte d'Alexis Gourvennec, organisant ą ses cōtés, le quadrillage syndical pour surveiller la vente des drageons lors de ce qu'on a appelé « la guerre de l'artichaut » dans les années 1958-1959. Il lui succéda, mźme, ą la présidence du « Comité » en 1960, avant de prendre ses distances dčs 1961, estimant « qu'il fallait tout faire pour convaincre, sans violences ».

Désavoué, Jean-Louis Lallouet qui soutenait déją ą l'époque, au grand dam des libéraux, la notion « de droit ą produire » pour protéger les petits exploitants, s'est alors retiré de la vie syndicale pour se battre sur le nouveau terrain de lutte qu'il s'était choisi ą Roscoff. « Je parlerai avec mes produits, voilą ce que je me suis dit ą l'époque », confiait-il ą notre confrčre Pierre Tanguy en 1991. Pionnier de la diversification, il réussira dans son entreprise, faisant vivre sa nombreuse famille de ses quatre hectares de terre : « Fenouil, betteraves rouges, navets, poireaux, persil, asperges que je vendais ą des grossistes ou en vente directe. » Sans mandat officiel, Jean-Louis Lallouet est pourtant resté, toute sa vie, un interlocuteur apprécié du monde agricole léonard, toujours hostile ą la violence : « Ne soyons pas des calamiteux permanents, dépendants de la solidarité nationale, déclarait-il encore en 1998 lors de la remise du Mérite agricole ą son ami Joseph Guivarch. Prenons notre avenir en mains et faisons arriver les légumes, dans leur diversité, lą oł se trouve la demande. »

Jean-Louis Lallouet dans sa retraite de Roscoff. Ces derničres années, il était devenu un conteur apprécié pour son humour et ses vérités bien assénées sous un énoncé toujours léger.

Extrait de l'Ouest-France du 11 aoūt 2005


Une réflexion , écrite par  Jean Louis Lallouet, en Juin 1997.

Le tracteur s’est imposé: 1947-1997

« Le labour, la longue et merveilleuse civilisation du cheval s'est estompée, non sans heurts ni nostalgie.

Avec le tracteur, l'homme a multiplié en moins de 50 ans sa productivité par dix sinon par vingt.

Avec les chevaux, labourer un hectare c'était 20 heures de marche ą pied en sabots de bois, derričre une charrue, avec le pénible retournement de l'outil ą chaque bout de sillon. Cela  représentait 30 ą 40 kilomčtres de marche.

Aujourd'hui, avec le tracteur moyen, un hectare se laboure en 3 heures, sans quitter son sičge. Avec la prise de force, tout se broye sur place aprčs l'enlčvement de la partie commercialisée, souches et tiges d’artichauts, trognons et restes de choux-fleurs, travaux auparavant particuličrement ingrats et pénibles.

Avec le rotovator, tout se défriche sans aucun outil manuel.

Avec la charrette, c'était transporter en pays vallonné 750 kilos par cheval ą 5 km ą l'heure que nos anciens ont fait vers toutes les villes de l'Ouest avec leurs légumes.

Aujourd'hui, le tracteur c'est transporter en moyenne 8.000 kgs ą 30 km ą l'heure assis en cabine, ą l'abri.

Avant le tracteur, tous les produits de la ferme et du magasin se soulevaient ą bout de bras en 50 kgs et jusqu'ą 100 kgs. Aujourd'hui, il suffit de presser un bouton ou de tirer une manette.

C'était aussi croc et fourche pour le fumier, le goémon, les gerbes de foin... Aujourd'hui, la mźme manette suffit.

Avec le tracteur et ses phares, la nuit n'arrźte plus un chantier.

Avec le cheval, le plein d'énergie se fait 3 fois 1 heure par jour, avec des nourritures ą produire sur la ferme.

Mais n'y avons nous pas laissé petit ą petit un art de vivre ? plus de travaux en commun... des gens toujours pressés qui n'ont plus le temps de vivre... plus de veillées…  de moins en moins de voisins…

Avec les investissements en moyens coūteux, des coūts de production moins compressibles, et la puissance bancaire omniprésente et omnipotente…

On n'arrźte pas le progrčs mais comment ne pas perdre l'humain et la convivialité ».

 

La vie quotidienne ą Roscoff - Rallye de vieux tracteurs 1999

 

Ceci est la version HTML du fichier http://www2.ac-rennes.fr/crdp/tes/TAST/AHAC/AHAC4.DOC.

G o o g l e explore le Web, il crée automatiquement une version HTML des documents récupérés.

Pour créer un lien avec cette page ou l'inclure dans vos favoris/signets, utilisez l'adresse suivante : http://www.google.com/search?q=cache:T2ERBenrPbwJ:www2.ac-rennes.fr/crdp/tes/TAST/AHAC/AHAC4.DOC+%22jean-louis+lallouet%22&hl=fr

Google n'est ni affilié aux auteurs de cette page ni responsable de son contenu.
Les termes de recherche suivants ont été mis en valeur :      Jean-Louis Lallouet


  • Taolenn an temoł
  • An douar p. 9,
  • Temz-spered p. 11,
  • Familh, Relijion p. 14,
  • Johniged p. 19,
  • Jac p. 21,
  • « Progrčs », reuz e Leon p. 23,
  • Brezhoneg p. 28,
  • Trugarez dezho !

Naig Rozmor

Anavezet mat eo Naig Rozmor eus Rosko evel skrivagnerez, troourez, komedianez? N?eus ket par dezhi pa vez anv da gontań diwar-benn he yaouankiz war ar maez, urzh ar gevredigezh a wechall, ar familhoł, an dimeziń, ar seksualegezh, al labour, ar skol?.. hag e-keńver brezhoneg, diaes ober gwelloc?h ha fraeshoc?h.

Lomig Seite

Ganet e Kastell a-raok ar brezel kentań. Mab un Johnny, tad un Johnny ha Johnny e-unan bepred ! Aet gant e dad da Bristol d'an oad a 12 vloaz ha chomet eno d'ober ar sezonioł a-hed e vuhez labour. Gant leun a fent e kont deomp buhez ur " chiner " war droad en amzer gentań, ma ?z ae da get seulioł ar votoł dindan eizhtez, goude war hentoł Bro-Saoz gant e veloiad ognon war-lerc?h ar brezel, ha prestik goude gant an oto. Mignon bras eo da Vro-saoz ha d'an dud du-se.

Jean Guivarc'h

E Santeg emań Jean Guivarc?h oc?h ober fleur. En tu-mań da 60 vloaz eo. Tremenet en deus kalzik amzer en e yaouankiz o klevet ar re gozh o kontań. Ur bern traoł a oar diwar-benn e vro c?hinidik, a vez taolennet he doare-bevań gantań en un doare fentus ha pizh-kenań.

Yves Jacob

Evel kalz tud eus e bastell-vro oa aet Yves Jacob d?en em staliań e Bro-Dreger, lec?h ma oa chomet meur a vloavezh a-raok distreiń da Rosko evit bezań unan deus ar re gentań oc?h ober fleur. Kemer a ra perzh e " brezel an artichaod " hag er SICA er bloavezhioł goude. Bet eo ivez o ren abadennoł JAC e Penn-ar-Bed goude ar brezel. Chomet eo Yves mignon bras d?e yezh c?hinidik.

Jean-Louis Lallouet

Ganet e Pleiben e bloavezh 20. Deuet da vab-kaer da Rosko e kav gwelloc'h mont da zerc'hel douar e kreiz Bro-C'hall. Distro e Rosko en em lak Jean-Louis da ren stourm legumajerien Bro-Gastell a-enep d?ar varc?hadourien ha da werzhań war-eeun war marc'had Pariz. Alese e vo savet ar SICA goude ur stourm kalet. Dipitet e vo buan gant an doare taer da gas an traoł er c?hooperativ nevez. Reiń a ra deomp sell un " humaniste " war e vro hag hec'h amzer da zont.


Thérčse Riou

Ganet e Pleiber-Krist eo Thérčse. Dont a ra da verc?h-kaer e Gwiglann, pezh n?eo ket bet aes atav ! Gwelet he deus ar " progrčs " o tont tamm ha tamm : tredan, trakteur, temz, karr-tan, manifestadegoł peizanted? War he leve emań bremań goude bezań bet legumajerez a-hed he buhez-labour.

Eugčne Simon

Ganet e Plougouloum er bloavezh 12. Dimezet e Kastell, lec?h ma rae legumaj. Chomet eo bepred e-barzh kooperativ " La Bretonne ", an hini kentań savet e Penn-ar-Bed. Lakaet oa bet Eugčne da chef e garter da vare stourm an artichaod. Kontań a ra en e zoare sioul istor ar cheńchamantoł en em gavet en e vro abaoe ar brezel.

An tour dantelezet
Kanaouenn
E Kastell-Paol ez on-me ganet, O kźr santel a Vro-Leon?..
Ar c?hantań d?ho karet a zo rouanez va c?halon
Nann ne ?z eus ket, nann ne ?z eus ket
Ur barrez ken mat da ?m c?halon er bed
Me ?gar va c?hleuz alaouret, va zour dantelezet
Displeget gant Brenda Wootton

An douar

Naig ROZMOR

E Kastell, an dud a oa chomet diouzh feurm dre ma oa ar perc?henn bras eus douar Kastell a oa un noblańs hag a oa un den mat. Unan bennak mat a zo bet en o zouez, ret eo hen anzav ! Hag an dud a oa fermour d?an den-se a oa disoursi en o ziegezh. Setu e-lec?h prenań douar gant o arc?hant o deus prenet ostilhoł. Hag aze ez eus bet un diforc?h krenn etre al labour-douar e Kastell hag al labour-douar e Rosko. Azalek ar mare-se Rosko a chome diwar-lerc?h, dre m?o doa poan o prenań ostilhoł, lakaet o doa o arc?hant da brenań douar, met douar bihan. Setu Rosko a zo chomet forzh penaos da ober legumaj, hag al legumajerien n?o doa ket ezhomm kement-se a zouar ?benn ar fin. Gant 5-6 devezh-arat oa moaien d?en em dennań, hag an neb en dije un dek devezh-arat oa un tiegezh mat gantań.

LOMIG SEITE

6 devezh-arat a oa un atant vat, 6, a oa un atant vrav dija. Kar an traoł a oa tout graet dre an dorn, labour an dorn tout, oa ket a ostilhoł all. Pa oa deuet ar brabant kentań dre loan, an dra-se ?moa kavet ?bominapl, a-raok oa ket met un alar, gant un alar ?veze troet an douar, ha pa oa deuet ar brabant, hennezh ?moa kavet abominapl pegen akomod e oa.

Jean GUIVARC'H

Gant 6 devezh-arat e c?helles sevel familh, ya, 6 devezh-arat, met an dud a selle pizh, kwa, petra a zouar a c'helles da gaout, kar diouzh an douar az poa, e beń, pe ez aes da vevel peotramant da zelc?her atant. Ma kouezhes gant 4 devezh-arat oa sklaer ?poa ket ken a-walc?h a zouar da chom ?pad ar bloaz war da atant da sevel da familh, e poa, pe mont da Vro-Saoz, pe goude eo deuet ar c?hiz da vont war ar sukr, kwa. Setu, 6 devezh-arat, an dud a lavare atav : " karr ha loan ", 6 devezh-arat gant karr ha loan, aze oac?h barrek.

Yves JACOB

Pa oan yaouank neuze, pa oa deuet din an oad da zimeziń, em eus gwelet ne oa ket plas a-walc?h da chom da zelc?her koumanant e Rosko, an douar oa ker-spontus, hag ar re yaouank e Rosko oa niverus, me ?moa breudeur all ha c?hoarezed war va lerc?h. Peogwir m?oa gwelet oa aet kalz a Roskoiz dija war-zu Bro-Dreger, da gemeret douar eno, a oa aes kaout douar d?ar poent-se, setu e oan aet ivez, hag e oan degouezhet da gemer ur c?houmanant ?barzh e Kamlez. Kamlez zo hanter hent etre Landreger ha Lannuon. Hag eno em eus kavet diouzhtu Roskoiz all a oa aet ?barzh er vro-se abaoe goude ar brezel pevarzek lod, ha leun a re all aet goude ar brezel-mań.

Temz-spered

NAIG ROZMOR

N?eo ket an dud ?benn ar fin a veze dimezet, ar familhoł eo. D?ar poent-se e oa tri c?her da lavaret petra oa evit dimeziń. Dimeziń a oa ober aliańs hervez lezenn ar bed, eureujiń a oa ober aliańs hervez lezenn an iliz, ha fortuniań a oa ober aliańs hervez lezenn an arc?hant. Ha war-lerc?h an dra-se e veze gwelet daoust hag an daou yaouank-mań a yelo asambles, met dre ma ne oa desket deomp nemet sentiń diouzh hon zud, an daou yaouank, ne oa ket pouezus goulenn o aviz diganto, ma oa a-du an div familh, an traoł en em gave e mod-se. Setu pep hini en doa lorc?h eus e renk, ha diskar al lorc?h oa grevus-spontus? gant ar vezh.

Jean GUIVARC'H

Me lavarfe emań un tammig, ma kerez, e-giz ar brostestanted eus hanternoz an Europ. Kompren a rez, tud strizh kenań, war o doare bevań, war o gizioł, strizh war o labour, met pa sellez ouzh paotred an hanternoz an Europ, evel-just pa vezi evel-seik, evel-just a-benn ar fin e peus arc?hant, peogwir ne zispignez ket. Met n?o deus ket labouret evit kaout arc?hant evit kaout arc?hant. Eo o doare bevań dezho o deus graet eo a-benn ar fin, en ur vevań en doare-se, en ul labourat en doare-se, ne gemerent ket kalz a blijadurioł, evel-just, peogwir an dra-se oa difennet gant an iliz, beń, a-benn ar fin e chom gwenneien en ti, sklaer eo.

Jean-Louis LALLOUET

Al labour, an hini a laboure mat a oa anaouet mat. Al labour eo ar penn kentań nerzh al labourerien-douar d?ar poent-se.

Ha c?hoazh ?

An dra-se, hag ar pezh a teu da heul, an onestiz, hag en em intent mat gant ar re zo en-dro dezho ivez. Peogwir an tiegezhioł oa start tost an eil d?egile, ha kalz darempred da vont deus an eil park d?egile, tost da zouar ar re all evel-just, hag a-wechoł e vez " mitoyen ", ?giz ma vez lavaret e galleg, kalz traoł. Ar poull-walc?hiń, ha traoł evel-se a veze etre an dud tout, a veze traoł boutin.

Setu oa ret en em glevet, kwa, dre ret.

A ya, lec?h n?en em gleve ket an dud e oa an dud maleürus, diaes da vevań, diaes da vevań asambles evel-se. Rankout a reer plegań a-wechoł evit delc?her an unvaniezh etre an dud. Ha neuze da labourat asambles hon doa ivez kalz : troc?hań ar foenn, dastum ar foenn, troc?hań an eost, dastum an eost, dastum an avaloł-douar, ha tammoł labourioł all ouzhpenn evel-se, setu dister en em glevet mat.


Yves JACOB

Ur studiadenn zo bet graet gant un istorour, en doa kavet un dra drol : pa vez votadegoł da vezań, pa veze traoł politikel pe ?vijent traoł ekonomikel, e Kerne pe e Bro-Dreger, ma ?z eus un den fur, hag eeun, hag onest, ha kavet mat gant tout an dud, neuze en do mouezhioł. E Bro-Leon ?vez ket graet evit an dra-se evit reiń mouezhioł. Ma ?z eus unan pinvidik, ma ?n eus un trakteur bras, ma ? za en-dro gant e zouar, hennezh en do mouezhioł. Ne seller ket ma ?z eo un den fur, pe un den kapapl, pe un den desket pe un den gwelet mat. Ma ?z eo pinvidik, ma ?z eo bras e goumanant, ma ?z a en-dro gant e goumanant, hennezh en do mouezhioł. E Bro-Leon, an dra zo bet graet war meur a eleksionoł, hag o deus merket an dra-se. E Bro-Leon n?o deus ket ar memes tra temz-spered evit ar broioł all tro-dro deomp koulskoude. Sońj ? m eus, amzer ma oa Phliponneau e penn ar rejion, oa bet graet ur studiadenn e-barzh e gelaouenn, ?barzh ar CELIB, hag en doa gwelet un dra, pa ?z a ar beizanted deus Bro-Dreger, lakaomp, da guitaat o atanchoł, pa ?z eont war vor da glask labour ?barzh ar marin ez eont tout d?ar marin a genwerzh. Tout, fin ouzhpenn 75 dre gant ez eont er marin a genwerzh, pas er marin a vrezel. E Bro Leon, er c?hontrol, 75% az aio ?barzh er marin a vrezel, hag un nebeud all az aio ?barzh ar marin a genwerzh. A ziskouez tud Bro Leon a zo kentoc?h tud kalet, hag ar re all a zo tud souploc?h.

Familh - Relijion

Naig ROZMOR

Va zad ha va mamm o deus en em anavezet en ur pardon, ha da c?houde int bet dedennet an eil gant egile, met diouzhtu, pa eo bet gwelet va zad o tont ingal da zaremprediń va mamm ez eus bet lavaret grońs da va mamm : " Ne dalv ket da boan dit koll da amzer, hennezh ne deuio ket da vab-kaer amań ". Bez? oa doa, ar merc?hed d?ar poent-se a oa e dalc?h o zud. Dre ma teue dezho disentiń diouzh o zud n?o deze argouloł ebet. Da belec?h e yafent ? Hep arc?hant, hep micher, 11 a vugale en un tu, 11 en tu all. Dav e veze dezho sentiń evit kaout ur gwenneg bennak a argouloł, ha gant an argouloł-se e klaskent kregiń e-barzh ar vuhez d?o zro, prenań ul loen bennak, un ostilh bennak, paeań o gouel-mikael en un tiegezh pa gavent un dra bennak. Setu va mamm he deus dalc?het penn d?he zud e-pad nouspet bloavezh. Ha da c?houde, bez? e oa ivez un dra hag a rae spont d?ar familh, e oa kaout en o ziegezh tud dizimez, an dra-se ne oa ket un enor evito. Setu e sońjent, sed amań ur plac?hig hag a zo sot gant un den n?en deus ket a leve, un den hag a zisplij deomp. Setu ma ne fell ket dezhi mont d?ar pardonioł da ober anaoudegezh gant ar re all e chomo amań da " dintinań ", ?veze lavaret. Un dervezh, setu ma mamm he doa, he breur koshań oa paeron dezhi, hag hennezh en doa aour, hag en doa joa deus va mamm, a oa filhorez dezhań neuze. Setu un devezh e lavaras dezhi : " E-lec?h chom aze da zisec?hiń gant an dizesper, perak ne zimezez ket gantań ?

- Ya met paeron neuze, me ?m bo argouloł ebet, petra raimp hon-daou ?

- Selaou ?ta, me ?roio aour dit ! "

Hag en doa roet dezhi, ho, pas boutegajoł, met un nebeudig, peadra da lańsiń e-barzh ar vuhez. Setu bremań va mamm oa hardishaet, hag hi neuze, abaoe tri bloaz ma oa o stourm ouzh he zud, lavaret dezho : " graet em eus mat va sońj, dimeziń a rin gant an den-mań-?n-den.

Neuze e ouzout, ne p?eus argouloł ebet da gaout !

Hag e rin hep !

Jean GUIVARC'H

D?an dud en eur a hirio eo diaes kompren an dra-se. Kar bremań ar mennozhioł zo aet, ?deus kemeret un hent all, met d?ar poent-se, nann, an dud a oa ken devot en ti evel en iliz, aze ?veze grasoł er-maez, ha pa veze an ańjeluz, ma ?c?h antree tud ?barzh en tiez, ma skoe tud war an nor, e veze ket paouezet, an dud a zigore an nor hag a azeze, ha bremań ma faote dezho respont e respontent ha ma ne respontent ket e c?hortozent, hag echu. Met naet ma karez, an doare-se da lavaret e poa feiz e-giz ar vuzulmaned en eur hirio, heńvel, touet heńvel, ne oa diforc?h ebet, hań. Ha ya, pa veze grasoł ne chomec?h james a-sav, hag an dra-se oa un abadenn, ar grasoł, er goańv, an dra-se a gomańse goude al labourioł, e stage, en hańv ?veze ket grasoł, pep hini a rede gant e vater, mes er goańv, azalek, surtout azalek gouel an anaon, met a-raok dija, e miz Here e stage, goude miz Gwengolo e stage ar grasoł, ha goude neuze pa deue Gouelioł an Anaon e veze astennet c?hoazh, kar ouzhpenn neuze, pep hini ?n oa e bater da lavaret c?hoazh e-pad ar grasoł, kwa. Ha ya ya, me ?m eus sońj mat deus ar pedennoł, a-wechoł memes, aze ?p oa ur pennad da lavaret " ora pro nobis ", ha goude oa ur pennad all " miserere nobis ", mes an dra-se a-wechoł a veze da spered pell diouzh? setu a-wechoł te a gendalc?he da lavaret " ora pro nobis ", aze, hop, a-sav gant ar grasoł, hag an hini a veze faot a veze degaset war an hent mat diouzhtu !

Naig ROZMOR

Ur " matriarcat " a zo a dra sur, ur matriarcat kuzh, hag a-drek ur patriarcat hag a zo dizolo eń, hag a zo lakaet war a-raok, hag a zo war wel. Ar matriarcat, heu, penaos e lavarin dit, ret eo e vije kuzh ar matriarcat-se, evit lorc?h gourel an ozhac?h, ne blijfe ket dezhań tamm ebet e vije anavezapl d?an holl e vije gouarnet gant e wreg. Hag e gwirionez ne veze ket gouarnet, un dra reizhet mat-tre e oa, ne oa hini ebet o c?houarn egile, ne oa hini ebet o vresań egile, ar vaouez ne oa ket tamm ebet e dalc?h he gwaz hag ar gwaz ne oa tamm ebet e dalc?h ar vaouez kennebeut. Renket mat-tre e oa an traoł en un doare skouerius. Gwechall, ur c?houblad tud dimezet a deue da vezań evel ur gevredigezh. Pep hini a rae al labour a yae diouzh e nerzh ha diouzh e ouiziegezh. Da lavaret eo peurliesań ar gwazed a soursie eus ar parkeier, eus ar c?hezeg hag eus an ostilhoł. Ar merc?hed a oa mestrez penn-da-benn eus o zi, evit ar pezh a selle ouzh renkań an ti, prenań ha gwerzhań pezh a selle ouzh an ti diabarzh, evit sevel ar vugale hervez he sońj, soursial a rae ouzhpenn ouzh ar saout, hag ouzh ar moc?h, yer ha lapined pa veze diouto. Met an den a oa mestr penn-da-benn en e barkeier hag ar vaouez penn-da-benn en he ziegezh, nemet pa veze mizoł bras da ober, pe en dije an den sońj prenań, lakaomp ur brabant, un dra bennak ker, neuze e veze kaoz ganto o-daou goude koan.

Thérčse RIOU

Ur wech em eus sońj e oa ur vadeziant, ur verc?h vihan a oa ganet ti ur breur da va gwaz, hag e oa pedet tout ar re all, ha din-me oa lāret chom er gźr. Ha me ?m oa lāret da va gwaz, ma yez me yin ivez, ma yan ket, e beń te ?chomo er gźr. ?M eus ket bet droug dac?houtań marteze nemet ur wech an devezh-se, hag e oamp chomet hon-daou er gźr. Ma, ha va zad-kaer ?n oa lāret war an taol-se, ne vez ket graet traoł mod-se d?ur verc?h-kaer, ?n oa lāret da va mamm-gaer, ar verc?h-kaer a ra parti deus ar familh, ha n?eo ket unan da chom er gźr muioc?h evit d?ar re all.

® Surtout c?hwi oa bet abituet da sortial, da welet mignonezed er JAC.

Ya met goude-se pa vezez deuet da verc?h-kaer ne suporte ket, hań. Setu aze e rankes ober deus da vamm-gaer, dra zo kaoz e lāran deoc?h : da verc?h-kaer ne ?z in ket ken. Ma vije da rekomańs e rajen gant va gwaz, met pas gant e dud memes tra, met va zad-kaer oa ket diaes, un den kapapl e oa, un den eeun, kontant atav da rentań servij, met va mamm-gaer oa re vestrez kwa.

Jean GUIVARC'H

Amań dreist-holl, alies en em gave evelseik, en em gave ar mab-kaer en un ti, eo oa ar re gozh hag ar wreg o doa ar galloud warnań, kwa. Ma n?oc?h ket un den gouest d?en em zifenn, goude petra ?rez, ez ez etrezek kamaraded, ha pezh en em gave alies, met pas atav, etrezek ar gwin, peogwir ec?h en em sante, e beń, muioc?h digabestr er-maez deus ar gźr, e c?helle lavaret forzh petra.

Naig ROZMOR

Pal kentań ar c?houbladoł yaouank war-lerc?h ar brezel a zo bet en em zispartiań. Pe ober daou benn d?an ti, pep hini e geusteurenn, ar re gozh en ur penn, ar c?houblad nevez er penn all, pe da c?houde, pa eo deuet ar c?hiz da sevel tiez nevez e oa ivez, pa veze prestet arc?hant da sevel tiez, ez eus bet savet, e kement tiegezh a zo tout koulz lavaret, ez eus bet savet un ti nevez e lec?h ma veze plaset ar c?houblad yaouank war ar memes douar, war ar memes labour, war ar memes lizher-feurm.

Johnniged

Lomig SEITE


A, un Olivier, deus Santeg, ya deus Santeg hennezh oa an hini ?n eus komańset. Hennezh en doa ur rekolt vat a ognon ha ne gave ket a werzh dezho, ha deuet an ide dezhań da louiń ur vag ha da vont da Vro-Saoz ganto. Ha pa oa en em gavet eno en doa gwerzhet anezho e-giz netra. E-barzh er vegenn, mar karit, ar Cornouailles, Cornouailles anglaise.

® Brezhoneg, brezhoneg.

E Falmouth oa aet. Setu goude ?n oa kontinuet, deuet d?ar gźr, hag adarre da Vro-Saoz. Setu ar re all a sońje, " nom d?un chien ", o, ez in da werzhań. Setu ar re all ?n oa komańset goude ivez d?ober memes tra micher.

Plijadur ?m eus bet atav e Bro-Saoz, ?m eus ket kavet james diaes, e-lec?h va breur : " o pebezh micher, pebezh micher homań, ?gavez ket ? ". James ?m eus bet lavaret an dra-se.

Hag en hend-all neuze, evit lojań, e raemp tout asambles neuze en ur vandenn evel-se kwa : kolo ha goude ez ae ganeomp, deus ar gźr, golc?hedi pell, golc?hedi pell, o, kousket mat a raemp, o ya, ?pad an deiz evel-se é bivouakiń, kea. Hag ar bouteier a veze reparet bep sizhun, me ?m eus sońj bep sizhun ar seulioł ez ae da netra, é vale, é vale ?pad an deiz, hań, ha gant ur samm. Hag ar paltokoł a veze tout toullet a-benn fin ar bloaz, toullet tout. Ha koulskoude va mamm a brene atav " abijoł " eu?

Voulouz.

Ya voulouz, hag ar paltokoł voulouz a veze tout toullet gant ar?

Gant ar vazh, gant ar vazh, petra ?ri, deus an eil skoaz d?eben.

Ar bloavezh kentań goude ar brezel pa oan aet, me az ae a bell, er bourkoł muioc?h kwa. Diouzh ar mintin e ranken mont da bakań an treń, gant ur veloiad ognon, hag e teue un all neuze, un domestik gant ur veloiad all ivez. Hag e rankemp alies ober buan e-barzh er gar neuze, da lakaat an dra-se e-barzh er vagon kwa. Ar veloiad ognon e rankes kaout unan da sikour ac?hanout da vont e-barzh, ?barzh er vagon, ha setu ?m oa lavaret, " oh nom d?un chien ", me az aio da zeskiń konduiń pa ?z in d?ar gźr.

" Johnniged an ognon " a ouzon kwa !
Johniged an ognon
Johnniged an ognon zo deuet deus a bell vro
Da werzhań d?ar Saozon gwellań ognon a zo
Da lakaat er soubenn pe gant un tamm rata
Pe gant ur fritadenn, ar podig da ganań
Good onions very cheap, prenit ognon mat digant ar Roskoad
Good onions very cheap, prenit ognon mat digant ar Breizhad

JAC

Jean-Louis LALLOUET

Bremań an dud a chom pell er skol, bremań an dud a lenn, bremań an dud en em gav gant ar radio, ha télévision ha tout, met d?ar poent-se, ni oa nemet an dra-se, hag hon eus desket kalz traoł. Pezh ?m oa lavaret deoc?h e oa reolenn ar JAC : " Voir, juger, agir ". Setu bep miz ?pad 6 miz goańv, ha goude miz Gwengolo, 6 tra da sellet, tout tud yaouank ar Frańs a-bezh a selle deus ar memes tra er memes miz. Ur " Plan d?enquźte ", ?vel veze lavaret dac?h an dra-se, goulet ganeoc?h teir pe beder goulenn. " Voir " : sellet deus an dra-se, ma veze al labour : tenn eo ho labour, plijout a ra deoc?h ho labour, ha penaos, ha c?hwi a selle en-dro deoc?h, a selle mat en-dro deoc?h. Ha goude " juger ", barn. Mat eo an dra-se ? Ha goude " agir ", ar pezh n?eo ket mat, penaos cheńch an dra-se ? Setu ni ?n eus en em staget tout d?ober traoł hon doa amzer da ober, lakaat ar pardonioł bihan da dreiń en-dro, gant ur bern jeuioł, ha neuze dre ar fed e rankemp sellet deus un tamm paper, kaozeal etrezomp deus un dra etre ugent pe dregont paotr yaouank, an dra-se zo bet un afer vras.


Yves JACOB

Ar JAC, a ouzon, a zo bet loc?het dija a-raok ar brezel, e Rosko amań, hag e meur a barrez all, pas anezho tout, a-raok ar brezel. E-pad ar brezel en deus bet kontinuet atav, ha goude ar brezel neuze eo bet aet leun war a-raok. Ha pa oan chomet er gźr deus ar skol goude ar brezel neuze on bet staget d?ober JAC ivez, ya, on bet enrollet e-barzh. Setu, n?ouzon ket penaos, Visant Fave en doa klevet anv ac?hanon marteze, pe en doa bet tro da welet ac?hanon, setu en deus goulennet diganin mont da Vitré e-pad eizh dervezh, e-lec?h oa bet organizet eizh dervezhiad studi diwar-benn ar plijadurioł war ar maez, an diduamantoł : sportoł, kanaouennoł, c?hoariva, dańsoł, muzik, un tammig a bep seurt kwa, traoł da ziduiń an dud war ar maez. ?Pad ar brezel oa ket kalz a draoł evel-se da ziduiń an dud ! Setu oa bet eizh dervezhiad gant spesialisted deus a Bariz, a oa deuet da Vitré ?pad eizh dervezh, hag eno ?m boa anavezet Jean-Louis evit ar wech kentań, Jean-Louis Lallouet.

Naig ROZMOR

An ekonomiezh penn-da-benn dre ar munud, a veze desket d?ar merc?hed, ha gwir eo pouezus, peogwir amań an arc?hant a veze gouarnet gant ar merc?hed, e oa pouezus deskiń dezho an ekonomiezh. Hag heuliet o deus an dra-se, skolioł ivez da zeskiń dezho ober boued. Ha du-mań ar merc?hed a zo bet tout e-barzh ar skolioł-se. Desket e veze dezho liennań ar babigoł, gwriat, ober boued, ha delc?her ar c?hontoł. Setu an dra-se a oa pouezus-tre. Ar gwazed a veze en diavaez éc?h ober al labour, hag a oa roet dezho bremań un dro-spered nevez, un digoradur war al labour-douar nevez, war an ostilhoł, war an hadoł, an hadoł hag a veze dibabet, " la sélection ", ha piv neuze a oa? Ar JAC a oa marteze un dachenn eus Ofis Santral Landerne. Ofis Santral Landerne a veze anvet ar Vatican, ha bez? e oa, a gav din. Eno oa ar c?houarnamant penn-da-benn e-keńver al labour douar, hag e-keńver Leoniz da skouer, peogwir Leoniz a heulie anezho disamm.

Thérčse RIOU

Ar reunionoł JAC oa deomp da glask kompagnunezh re all kentoc?h, tud deus hon oad, koulz merc?hed ?vel paotred, oa evel fetoł mod all kwa.

" Progrčs ", reuz e Leon

Naig ROZMOR


Ar brezelioł eo a zegas an troc?h e-barzh ar c?hevredigezhioł. Aes eo da gompren : ar brezel 14 a zo padet 4 bloaz, an dud eus kement bro a zo bet mesket war ar " front ", o deus keńveriet o mennozhioł, o deus desket leun a draou. Ouzhpenn, an dud, ar re o deus bet chańs da zont bev d?ar ger, ne oa ket anat dezho ken e oa ret ober ur bugel ar bloaz, un aelig ar bloaz e-giz ma veze lavaret, ha daou pa veze mat ar bloaz, ne oa ket ken ken ret ober kement-se a vugale evit kas anezho bep 25 bloaz d?ar c?hanolioł. Setu, pouez an iliz a zo aet war gil, betek neuze e oamp amań e Bro-Leon, digant gouarnamant an iliz.

Thérčse RIOU

Pa oan deuet amań da verc?h-kaer oa ket elektrisite, oa ket a gourant. Me zo deuet e miz Ebrel, ha miz Even war-lerc?h eo deuet ar c?hourant, hag hon boa graet ur fet e-barzh ar c?hartier peogwir e kavemp e oa un dra spontus. Oa ket ken al " lampe tempźte" evit mont da bourmen er c?hrevier, nag alumiń al " lampe pétrole " en ti, na kas anezho dac?h an eil lec?h d?eben, e oa leizh aesoc?h memes tra. Met sur en hon amzer ni hon eus gwelet a-leizh a cheńchamant, oa ket hangar ebet ivez kwa, setu oa graet un hangar er bloavezh kentań diouzhtu, ha goude-se, daou pe dri bloaz goude-se oa prenet un trakteur, goude-se, tri pe bevar bloaz goude-se oa prenet un oto, met deuet eo bet an traoł a-nebeudoł mod-se kwa.

Yves JACOB

An dra gentań a vras a zo bet graet ?barzh ar vro-mań atav, ?barzh ar vro vihan-mań, ar vras a zo bet graet gant ar JAC, evel-just ivez bet demaret " les CUMA, les centres de vulgarisation ", a zo bet loc?het dre ar JAC, ar c?hooperativoł, ar c?hooperativoł legumaj pe ar c?hooperativoł laezh, Even lakaomp, pe evel-se, diwar-benn ramas al laezh hag ober an amann goude-se, ar c?hooperativoł prenań ludu, ha goude, neuze, tammig ha tammig ivez, organizasionoł evel ar SICA zo bet loc?het d?ar poent-se ivez. Trouz zo bet ranket ober, met en em gavet int a-benn d?ober.

Jean GUIVARC?H

Met erfin dre vras, ar c?hooperativoł ?deus bet graet vad kenań, hag ouzhpenn, bon, onestoc?h oa mont d?ar c?hooperativ, kar mont da di ar varc?hadourien e Kastell, da donell artichaot, ar gwellań tout ma poueze da artichaod oa 1800 lur, met alies e poueze 1600 lur. Tout an traoł oa truket, hań. A ya, me ?m eus sońj, memes me va-unan on bet laeret, betek? memes er SICA e oa deuet o doa c?hoant laerezh atav, hań. C?hoari e veze. Kuzhet pennoł brikoli dac?houzhit hań. Me m?eus sońj klevet ur varc?hadourez ?lavaret : " Amań n?eo kont ebet ken, amań n?eo kont ebet ken ", a lavare ar varc?hadourez din, " peogwir bremań ne c?heller ket ober ken ar pezh a zo c?hoant. Me a-raok, a lavare din, a c?helle paeań tout va ouvrierien gant ar pezh a laeren diwar-goust ar peizant ". Hi he-unan a lavare din !

Yves JACOB

Leun a draoł evelseik a veze graet deomp. Ya, ha pa veze gwerzhet neuze al legumaj war ar blasenn da grec?h, e veze lavaret deomp, mar karez me ?lako ugent lur dit, lakaomp, me lako ar priz-se dit, met arabat dit lavar da zen ebet, kar dreist ar re all emaout. Ha ne ouiemp ket per a oa bet, ar re all veze lavaret evel dezho ivez, ar priz-se oa sekret. Memes kendirvi kenetrezo ne lavarent ket ar priz o deveze bet. Kavout a rae dezho bezań bet paeet muioc?h, roet e veze dezho da grediń gant ar marc?hadour. Setu oa ket gwall onest an traoł. An dra zo kaoz kazimant eo bet graet ar SICA neuze er c?houmańsamant, int bet en em revoltet un tammig. A-raok ar brezel dija oa bet anv, a-raok ar brezel, bloavezhiennoł 35-36 aze, oa bet aet ur wech 15 a dud d?an Holland da welet ar c?hadran, penaos ?veze gwerzhet ar fleur hag al legumaj gant an orolaj. Ya, e oant bet aet dija, ha se a ziskouez a-raok ar brezel dija oa anv ganto da cheńch an traoł un tammig er vro-mań diwar-benn ar c?homers.

Eugčne SIMON

Amań e Kastell oa graet n?ouzon ket pet kartier e oa, 15 marteze pe 20, n?on ket kap da asuriń, ?m eus ket sońj, nemet pep peizant dac?h ar c?hartier a rasamble e gartier, hag a anve ur " chef de quartier " ?veze graet dac?h an dra-se, ya, ha pep hini a oa dezignet en e gartier, a rae ?giz ur " c?honseil d?administration " deus ar c?hooperativ, kwa, ya ya, me oa bet lakaet " chef de quartier " amań, ha ?m eus sońj e veze reüniset ur wech an amzer pa veze ezhomm ivez, evit ober, evit ober ar pezh a veze goulennet diganeomp, evel-just !

Jean-Louis LALLOUET

Ar pezh zo anvet " la bataille de l?artichaut " zo bet renet ganin. Honnezh eo, oa goulennet ganin dont war ar blasenn ha lakaat aret war ar marc?hadourezh. Lakaat ur " prix minimum ". Hag an traoł az ae d?ar vengleuz, ar pezh ?veze ket gwerzhet diouzhtu. Ha ?benn ar fin digoret hent Pariz ganeomp, hag aet da werzhań an artichaod e Pariz. ?Pad 13 devezh. Hag echu gant ar marc?hadourezh, a oa re, distroet an dud d?ar gźr, hag un ekip all a oa okup a-raok klask cheńch ha ne deuent ket a-benn da lakaat ar varc?hadourien da vont a-du ganto. Setu goude ma oa bet an taol artichaod-se, ar re-se en em gave adarre er reünionoł hag ar beizanted o deus lavaret dezho, ni ne c?hellomp ket dont war hor c?hiz ken, ar pezh ?n eus graet Jean-Louis a zo bet " définitif ". Bremań e rankomp ober un dra bennak. Hag an dud all, ar pezh ne blije ket d?ar varc?hadourien eo paseal dre un " organisme payeur ", a-raok an dud a teue gant arc?hant fresk d?ar gźr. Met ar beizanted oa ken skuizh ganto, bezań war ur blasenn gant o marc?hadourezh, evel ?m eus lavaret deoc?h. Lavaret echu evel-se, ni a raio ar marc?had hon-unan peogwir c?hwi ne fell ket deoc?h ober. Setu evel-se eo deuet ar SICA e fin ar bloavezh 60, " la bataille de l?artichaut " zo bet er bloavezh 60.


Jean GUIVARC'H

Da gentań zo bet mat, ez eus bet un den hag en deus bet ur galloud hag un nerzh-kalon spontus. Met ar pezh a zo en deus devet tout an dud a oa diouzh e dro. Setu goude kement den en dije bet gellet degas? enebiń tamm pe damm pe lavaret e sońj pe cheńch tra pe dra, hennezh forzh penaos ?veze taolet er-maez peotramant e veze brevet, setu da c?houde eo deuet da vezań ur sistem " autoritaire ", kwa.

Jean-Louis LALLOUET

Evit ar pezh a sell deus al legumaj, an dra-se ?n eus distaget ac?hanon deus ar SICA kalz. Me ?gave din e oa ret delc?her muioc?h a dud war ar maez, ober labour vat, ha bezań? n?eo ket da zistreiń d?ober tout al labour gant ar c?hezeg eo, mes bez ? eus tiegezhioł krenn hag a dro ken mat evel an tiegezhioł bras, hag emań ken eürus an dud en enno eget en tiegezhioł bras o klask lonkań tout. Ha n?eo ket sur eo ar c?hrevier moc?h brasań eo a zo ar gwellań. Me ?gav din ez eus plas da galz tud. Ha bremań, m?o deus c?hoant kreskiń eo dezho da lakaat traoł da dreiń da an hańvouez en ur " produit " all, hań. Mes arabat dezho kemeret tout ar vro evit lakaat an hańvouez forzh pelec?h.


Yves JACOB

Al labourioł " hors sol " a zo un dra vat kenań. Tennań ar muiań arc?hant deus an nebeutań a m2, d?ar re ?n eus nebeut a zouar, mat-kenań. Met ar problem eo eo staget da louzań un tammig douar ar re all ha dour ar re all. Hag an dra-se n?eo ket mat ken goude, an dra-se n?eo ket mat ken. Da lavaret eo, kalz re a zo a dud e-barzh en ur vro, re stank int oc?h ober ar memes tra, re stank int. Ma vije bet tud oc?h ober an dra-se ul lodenn amań, ul lodenn all kant kilometr pelloc?h, ul lodenn all pelloc?h, met, hum, hag ouzhpenn n?eo ket chomet an dud a-sav da brenań ludu.



Brezhoneg

Naig ROZMOR


Ar pezh en deus roet an taol a varv d?an dro-spered-se eo ar brezel a zo bet graet d?ar yezh. Azalek ma oa mat hor yezh nemet da ziwall ar saout e oa graet poan d?ar Vretoned. Hag ur Breton, arabat mont dezhań dre heg, an den-se a ouezo en em zifenn : gant e zaouarn, gant e dreid, gant e zent, ur Breton a oar en em gannań. Met ma vez graet mezh dezhań, neuze, aze eo diskaret. Neuze e plado. Diwezhań tra zo da ober d?ur Breton eo ober mezh dezhań. Hag ar vezh kentań zo graet dezhań eo kaout mezh deus e yezh. Ha da heul an dra-se e ya mezh ar ? o gwiskamant, o giz, an dra-se oa stag ouzh ar yezh : mard out gwisket mod-se, ma ?z eus ur c?hoef ganez, neuze out ur Breton, ma out Breton e komzez brezhoneg, pe ez eus ganez galleg fall. An dra-se oa liammet strizh. Ar yezh, an dismegańs zo graet dezhań, hag an nerzh o deus lakaet ar Vretoned o-unan da dreiń kein d?o farrez.

Jean GUIVARC'H

Buan e welont, ar merc?hed, petra zo mat, gortoz hań, dac?h a lavaran petra zo mat, petra zo fall, petra zo mat d?o doare dezho, pe da doare mar karez an dud hag a yoa o vevań deus an amzer-se. Petra oa mat oa nompas bezań mevel, sevel, skripilhat, sevel uheloc?h e-touesk an dud, marteze memes gellout gouarn an dud. An dra-se e oa. Kemeret deskadurezh, kemeret galloud, ya, gant ar galleg, gant ar brezhoneg ne poa netra evelseik ebet da zizeleiń. Ouzhpenn e oa ar skol, hag a oa pouezus-kenań. Met, me ?m eus c?hoant lavaret kontrol, kar alies ?vez klevet peogwir eo bet moustret, peogwir evel-henn, peogwir? ket, ar merc?hed eo, ar mammoł o deus graet an dibab eo. Met bremań alies? Unan am boa bet klevet lavaret peogwir oan aet da evań ur banne, eo Claude Hagčge hag e oan bet oc?h evań ur banne gantań ur wech. Hag e lavare din, boń, ar merc?hed zo bet koll ar brezhoneg, mes ma ez saveteet ar brezhoneg e vo adarre gant ar merc?hed.

Yves JACOB

Ya, fiziańs ?m eus. Bez? ez eus broioł hag a zo bet aet, a-fet yezh, muioc?h war a-dreńv egedomp-ni hag a zo distroet war raok adarre. Setu mard eo bet posupl aze e lec?h all eo ret e vefe posubl deomp ivez. Forzh penaos e vefe ur binvidigezh hag az afe da goll hend-all. Hag a zo domaj spontus. Nag arc?hant a vez roet abalamour ma ?z eus plantennoł o vont da goll, pe anevaled o vont da goll, e vez roet ur pezh arc?hant evit derc?hel anezho bev c?hoazh, ha padal pa ?z a ur yezh da goll, ha tout ar sivilisasion, ne vez ket roet kalz arc?hant evit delc?her anezhi bev. An dra zo trist, ya.

Menu  - retour "Célébrités"